Menez Daou
NL

Menez Daou lyrics

Duration5:11
Original languageNL
Views2.4K
AaReading settings
Text size 18

Original lyrics

NL
Translation not available yet. Showing the original lyrics.
Didostit holl vretoned, da glevet ur gentel War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer Paeañ tailhoù d'ar roue, bep bloaz teir pe beder Ha pa renk paeañ e vestr, ma n'eo ket prest an arc'hant Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec'hamant Al labourer, goude-se, a vezo tamallet Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc'het Had e zanvez o vont kuit, n'eus netra da lavaret En divezh, al labourer, baleet lec'h ma karo E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ Diwar brec'h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz Ken na cheñcho penn d'ar vazh, ni na 'mo ket repoz.

Related lyrics