Himno de Bretaña
—

Himno de Bretaña 歌词

流派Marches / Anthems
原文语言—
浏览量7
Aa阅读设置
文字大小 18

原文歌词

暂时没有翻译,当前显示原文歌词。
Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat A skuilhas eviti o gwad O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro! Breizh, douar ar Sant Kozh, douar ar varzhed N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed Pep menez, pep traoñienn d'am c'halon zo ker Eno 'kousk meur a Vreizhad taer! O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro! Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv Gwerz trist, son dudius a ziwan enno O! Pegen kaer ez out, ma bro! O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro! Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz Dihunet out bremañ, ma Breizh! O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro!

更多 Himnos de Países

Himnos de Países →

相关歌词